en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Nann d'al lezenn "da reiñ an aotre da lazhañ" d'ar boliserien

Nann d'al lezenn "da reiñ an aotre da lazhañ" d'ar boliserien

« Nann d’ar gwir da lazhañ ! » Al lugan mañ zo bet klevet e kerzh ar week end mañ ‘ba muioc’h ‘vit 100 kêr ‘ba Frañs… Nann d’ar gwir ‘vefe gant ar boliserien ha paotred ar Mari Robin da c’hellout tennañ gant un arm war an dud. Gant al lezenn ‘oa bet votet gant an deputeed e miz Gouere ‘vefe ket dav d’ar boliserien prouiñ n’hallen ket ober mod all ‘vit implijout o armou evit en em difenn. Hervez an 300 manifestour ‘noant dibunet ‘ba straedoù Montroulez disadorn eo kement ha reiñ an aotre da lazhañ. Aozet ‘oa ar vanifestadeg gant ar stroll Cilex zo a-enep faskour. Selaouomp ar reportaj zo bet kaset war blas gant Erwan Blanchard, ha da gentañ Jean-Luc, Tifenn ha Fabris Kadou. Emaint gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio