Mougañ 'ra ar bezhin gaozen d'an amzer c'hor!
Gouzañv ‘ra ar bezhin an amer c’hor ivez ! Tomm gor eo bet an hañv war an douar met ‘bar mor ivez. Tamperadurioiù an dour mor a ya war greskiñ muioc’h mui. Dindan an 40 vloaz tremenet eo kresket eus un derez an dour tro dro enez Molenez. Ingal e ya tamperadur an dour mor dreist da 18 derez, ar pezh c’hall degas stenn war ar bezhin. Met efedoù ouzhpenn zo eme Akira Peters zo skiantour ispisalizet war ar bezhin bet o labourat gant ar stassion biologel ‘ba Rosko… En derez muioc’h ‘zo ur sapre kresk war un en dro zo bresk mat… Emañ Akira Peters gant Erwan Blanchard.