en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 21 a-viz Gwengolo 2026

Keleier ar vro d'al Lun 21 a-viz Gwengolo 2026

Gant Benjamin Bouard eo bet embannet ar c'heleier.

Eizh kant a dud er vanifestadeg e-kichenn ar Roc'h Tredudon

Menez Are zo un takad sañsupl ha betek-henn ne veze ket koñje da daolañ re a hañvouezenn war an douaroù. Cheñchet eo an traoù gant prefed an dour Breizh-Liger : nav c'homun eus Menez en deus lakaet e-maez eus ar plañ nitrat. Eizh kant a dud a oa en em vodet dec'h e-kichenn ar Roc'h Tredudon, da-heul maered eus ar vro o deus c'hoant da brotejañ an dour. Selaouomp Loeiza Beauvir, eil-maerez Boneur , Fulup Plouzane, maer Kommanna, Soline, Erwan ar Berr eus kevredigezh pesketourien an Elorn ha Juluan Talec deus Koñfederasion ar Beizanted.

Ur reportaj gant Erwan Blanchard.

Manifestiñ a-enep d'an "droad da lazhañ"

Disadorn ha disul e oa dalc'het manifestadegoù e pep korn ar vro. E miz-Gouere e oa bet votet ul lezenn nevez gant an deputeet, evit ar pezh a sell ouzh an droad o deus ar boliserien hag ar jañdarmeed da dennañ war unan bennak m'o deus ezhomm d'en em zifenn. Cheñch a raio an traoù gant al lezenn-mañ : bremañ ne vefe ket ezhomm da brouiñ netra ken goude bezañ tennet war unan bennak. Lod a gav da lâret neuze 'zo bet roet koñje dezho da implijañ o armoù evel m'o deus c'hoant pe, gwashoc'h c'hoazh, da lazhañ an dud. E Montroulez e oa bet war-dro tri-c'hant den o vanifestiñ disadorn, da-heul ar strollad añtifa Cilex. Jean-Luc, Tifenn ha Fabris Kadou oa eno.

Ur reportaj gant Erwan Blanchard.

Da glevet er c'heleier ivez :

Un emglev zo bet sinet gant ar Stadoù-Unanet hag an Danemark, diwar-benn ar Groenland/

Ar strollad Iedinaïa Rossia en deus gounezet ar Parlamant en-dro er Rusi.

An AFD a zo degouezhet degentañ en eleksionoù-rannvro e norzh an Alamagn.

Ministr an Deskadurezh Uhel en deus c'hoant da sikour ar restaorañtoù U.

Pajenn sport : football, rugby ha tennis.

Kavet 'zo bet istregoù kozh e Bro-Skos gras d'ar gouezeleg.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio