Keleier ar vro d'ar Gwener 18 a viz Gwengolo 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard
Riskloù gant an nitrat: nav gumun 'ba Menez Are diglaset!
Manifestet 'vo 'benn disul da 10e beure 'ba Roc'h-Tredudon. Nav gumun zo ‘ba Menez Are ‘c’hallfe bout deglaset eus kumunioù a rank bout gwarezet ouzh an nitrat da gumun ordin ma c’haller skuilhan hanvouezh disoursi : Kommanna, Boneur, Brasparzh, Berrien, Brenniliz, ar Fouilhez, an Uhelgoad, Loperec ha Sant-Riwal. Kement man ‘oa bet lakaet war wel e kerzh an hañv ha kadarnaet gant ar prefed kenurzhier diazazd dour, bassin versant, Breizh-Liger. An Epaga, an ensavadur da veran an dour ‘ba diazad dour ar Ster Aon hag ar ster Hyeres, ‘noa diskouezhet ar raktres se. Koulskoude ‘oa bet kaset un enklask foran araok ‘noa diskouezhet ‘oa 90 % eus an 300 den ‘noant kemeret perzh ennañ ‘zo a enep ar raktres. Ur raktres da aesaat ar skuilhan hanvouezh… Pezh ne gav ket reizh ur bern izili eus meur a c’hevredigezh ‘vel Bernez Jezekel eus Breizh Vev. Evitañ neo diboell penn da benn ar raktres se. Emañ gant Erwan Blanchard.
Plijus! Ar c'houlzad da vrudañ ar c'hentelioù brezhoneg zo roet dezhañ!
Bep bloaz e vez savet ur c’houlzad bruderezh da vare an distro skol evit brudañ ar c’hentelioù noz hag ar stummadurioù hir evit deskiñ brezhoneg. Gant an OPAB, da lavaret eo Ofis Publik ar Brezhoneg e vez graet war dro ar c’houlzad-mañ. Dilun en deus Paol Molag prezidant an OPAB ha Fulup Jakez rener an Ofis kinniget ar c’houlzad-mañ e penn-kentañ ar sizhun, hag o deus bet an digarez da ginnig disoc’hoù kentañ an niver a dud a zo o teskiñ brezhoneg ha keloù mat a zo peogwir en deus kresket a galz a-drugarez da zDesketa ! Ur reportaj gant Anton Burel.
Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:
54 miliard a euroioù da espern gant raktres budjed gouarnamant Frañs evit 2027!
15 vloaz a doull-bac'h, setu kastiz Jean-Patern Ars gwallgaser reizhel bugale
Dindan ensell ar polis emañ Korentin Le Gaillard, maer Konk-Kerne
2400 a dud a difenn an endro 'zo bet lazhet etre 2012 ha 2025 er bed
Gounezet 'neus an tu kleiz an dilennadegoù 'ba Sweden