Stabil eo an niver a vugale enskrivet en hentenn divyezhek katolik
Daoust d'an digresk demografel e Breizh e kendalc'h ar c'hlasoù divyezhek er skolioù katolik da zesach familhoù. Stabil eo ar sifroù eme Caroline Lunven-Riou ha Roland Martot, a zo en karg eus ar c'hentañ hag an eil derez en deskadurezh kristen e Penn-ar-Bed...
Caroline Lunven-Riou ha Roland Martot a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas. Ur c'hlas divyezhek a zo bet diblaset ar bloaz-mañ e skol Gwitevede, ha berzh en deus graet an digoradur hentad-se gant 16 bugel enskrivet en distro-skol.