en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 17 a viz Gwengolo

Keleier ar vro d'ar Yaou 17 a viz Gwengolo

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Prosez Jean-Patern Ars

Dec'h e oa bet dalc'het 5vet devezh prosez Jean-Patern Ars, bet rener ha mestr-skol en hentenn divyezhek skol ar Sacré Coeur e Noal-Muzilheg er Morbihan. Tamallet zo dezhañ bezañ gwallet ur bugel, ha taget pe bezañ klasket tagañ en ur mod seksel 40 bugel bennak. Kaout dañvez pedo-pornografek, ha bezañ tapet fotoioù a seurt-se ivez a zo tamallet dezhañ. Aodren Trehin a oa bet oc'h heuliañ an odiañs dimeurzh goude mern e lez-varn an torfedoù e Gwened...

Stabil eo an niver a vugale en deskadurezh katolik divyezhek

Daoust d'an digresk demografel e Breizh e kendalc'h ar c'hlasoù divyezhek er skolioù katolik da zesach familhoù. Stabil eo ar sifroù eme Caroline Lunven-Riou ha Roland Martot, a zo en karg eus ar c'hentañ hag an eil derez en deskadurezh kristen e Penn-ar-Bed...

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Kendec'hel a ra poblañs bro Japan da goshaat

- 402 milion a labourerien ha labourerezed-douar a vez ampoezonet bep bloaz dre ar bed gant ar pestisidoù

- Kondaonet eo bet an embregerezh Primel Gastronomie evit bezañ saotret stêr Pontplenkoad

- Goulenn ar ra ar gevredigezh Bloom hag ar besketaerien bihan na vefe difennet d'ar bigi-uzin tost eus aodoù Frañs


Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio