en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 16 a viz Gwengolo 2026

Keleier ar vro d'ar Merc'her 16 a viz Gwengolo 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Ar c'hoskor prederiañ a oa war ar straedoù evit difenn ha diorren ar surentez sokial

Dec’h e oa un devezh stourm e Roazhon gant daou vanif a oa bet dalc’het. 1000 studier o doa manifestet a enep digresk ar skorenn bersonelaet evit al lojeiz, da lâret eo an SPL pe APL en galleg, hag evit kreskiñ budjed an deskadurezh uhel. Manifestet neun ‘sambles gant 600 den deus ar c’hoskor prederiañ, klañdiourien ha medisined en o mesk evit difenn servij publik ar yec’hed hag ar surentez sokial. Savet e oa bet ar surentez sokial e 1945 hag e veze ar sindikadoù a rae war e dro betek 1996. Koulskoude eo bremañ ar gouarnamant hag ar vodadenn vroadel a ra war dro ar budjed. Unan deus azgoulennoù ar sindikadoù micherour a oa adperc’hennañ ar surentez sokial justamant, selaouomp Anna Kerrain diouzhtu a zo klañdiourez hag sindikalourez ar CGT.

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

Gouzañv ‘ra ar bezhin an amer c’hor ivez !

Tomm gor eo bet an hañv war an douar met ‘bar mor ivez. Tamperadurioiù an dour mor a ya war greskiñ muioc’h mui. Dindan an 40 vloaz tremenet eo kresket eus un derez an dour tro dro enez Molenez. Ingal e ya tamperadur an dour mor dreist da 18 derez, ar pezh c’hall degas stenn war ar bezhin. Met efedoù ouzhpenn zo eme Akira Peters zo skiantour ispisalizet war ar bezhin bet o labourat gant ar stassion biologel ‘ba Rosko… En derez muioc’h ‘zo ur sapre kresk war un en dro zo bresk mat…

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.


Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier :

  • Argadenn Lu Ansar Allah e Yemen

  • Brezel e Palestina ac'hubet

  • Digor eo ar SPACE, saloñs etrevroadel ar sevel chatal

  • Skipailh Melldroad Stad Roazhon a vo e Aostria fenoz

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio