IA zo àr ar stern get Skol Uhel ar Vro
Prezidant nevez, raktresoù nevez ! Setu programm an distro-skol e ti Skol uhel ar vro.
Emañ Jean-Jacques Page ; bet dilennet nevez zo e penn ar gevredigezh, é voutañ evit sevel un IA «ag ar vro ».
Moiand e vehe d’an IA-se ober a bep seurt traoù, àr model Chat GPT.
Ar an dachenn teknik da vat emañ kaset al labour get Carole Gendron, ur Wenedez a vicher àr an teknologiezhioù uhel ha get Skol-Veur Roazhon 1.
An IA a zo àr ar stern gete a vehe krouet asambl get kevredigezhioù arall e bed ar brezhoneg. Ar pal a zo kenlabourat da vat. Ul label Breizh a vehe lakaet àr an ostilh nevez, met da resisaat emañ c’hoazh an dra-se get ar c’hevredigezhioù arall a gemeray perzh justawalc’h.
Sten Charbonneau ezel ar c’huzul-merañ zisplega perak e faota da Skol-Uhel ar Vro kas ar raktres-se da benn.
Un atersadenn kaset get Aodren Trehin.