Hent ar marchosi a ginnig atalieroù terapeutek gant ar c'hezeg
Ha klevet ho peus anv dija deus an terapiezh gant ar c'hezeg, pe « mediation équine » e galleg ? Setu ar pezh a ginnig Mari Verveur abaoe 2018 e domani « Hent ar marchosi », e Langolen, 'kostez Kemper. Disadorn he doa aozet un devezh dorioù digor eno, da ziskouez ar pezh a c'haller ober eno...
Ar bloaz-mañ e kinnigo ivez Hent a Marchosi a-hed ar bloavezh un atalier dizoleiñ evit ar vugale bihan etre 3 ha 5 bloaz, bep eil sadorn mintin ; ha chom a ra plasoù.