en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 15 a viz-Gwengolo

Keleier ar vro d'ar Meurzh 15 a viz-Gwengolo

Gant Benjamin Bouard eo bet embannet ar c'heleier.

Afer Imerys : micherourien klañv gant ar boultrenn

Reuz zo atô en-dro d'ar maengleuz Imerys e Groñvel. Tamallet 'zo bet d'an embregerezh bezañ polluet an dour hag an douaroù en-dro d'ar vaengleuz dija hag ar wech-mañ 'zo bet lakaet war-wel penaos 'zo kalzig micherourien ha zo chomet klañv goude bezañ bet o labourat en uzin e-kichenn, gant ar poultrennoù fall a teue en o skevent. Ur wech all c'hoazh eo bet lakaet an dra-se war-wel gant ar media breton Splann. Ar gazetennerez Caroline Trouillet a zo 'vont da gontañ deomp deus an afer-mañ.

Un atersadenn gant Anton Burel.

Un Ia a vo krouet gant Skol Uhel ar Vro

Prezidant nevez Skol Uhel ar Vro, Jean-Jacques Page, en deus lakaet en e soñj krouiñ un IA e Breizh, er mod Chat GPT. Carole Gendron zo staget da labourat war an dra-se e Skol Veur Roazhon 1. Sten Charbonneau, eus kuzul-merañ Skol Uhel ar Vro, a lâro deomp perak 'soñj dezhañ eo dav krouiñ an IA-se.

Ha da glevet er c'heleier ivez :

Ar gouarnamant israelian zo aet droug en enneñ gant an teulfilm NAZA.

Gouarnamant ar Stadoù-Unanet zo soñj diskarañ an normoù war-c'horre an diloskañ gaz efed tier-gwer ganto.

Daou enklask zo bet digoret goude marv un den e Carcassonne, bet roet un taol dezhañ gant ur poliser.

Rolland Lescure, ministr an Ekonomiezh, a faot dezhañ arboellañ 30 miliard a eurioù a-benn bloaz.

Degouezhet eo ar virus West Nile e Bro an Naoned.

Komañset eo ar SPACE e Roazhon.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio