Keleier ar vro d'al Lun 14 a viz Gwenholon 2026
Embannet eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.
N'eo ket achiv ar prantad sec'hor daoust ma vez klouaroc'h an amzer bremañ.
Kalz a douristed ‘zo bet an hañv-mañ er C'hab hag al labourerion-douar o deus afer a zour ivez evit o farkeier. Setu perak o deus goulennet dilennidi ar C'hab e penn kentañ an hañv digoriñ ur puñs nevez e Poullann evit talañ doc’h ar sec'hor. Asantet eo bet get ar Stad met difonn e ya ar velestradurezh c'hall eme Henri Goardon, maer Goulien ha prezidant sindikad an dour e hanternoz bro ar C'hab. Daou viz àr-lerc’h ar goulenn, n'eo ket posupl c'hoazh sachañ dour diàr ar puñs nevez. Selaouomp anezhañ doc'h mikro Metig Jakez-Vargas.
Ha klevet ho peus komz dija ag an terapiezh get ar roñsed, pe « médiation équine » e galleg ?
Setu ar pezh a ginniga Mari Verveur a c’houde 2018 e domani « Hent ar marchosi », e Langolen, 'kostez Kemper. Disadorn he doa aozet un devezh dorioù digor, da ziskouez ar pezh a c'haller ober eno...
Un atersadenn get Metig Jakez-Vargas.
Da glevet ivez:
-Doere ag ar brezel en Ukren.
-Arestet zo bet d’an nebeutañ 63 den dec’h en Turki 'barzh tavarnioù hanvalreizh hag e ti sourmerion hanvalreizh.
-An tu kleiz a vehe trec'h en dilennadegoù kannaded e Sued. (Disoc'hoù da gadarnaat)
-2 zevezh harz-labour a zo e Radio Frañs evit stourm a-enep kronikenn Charles Sapin.
-Ur vanifestadeg a vo an 20/09 e Roc'h Tredudon evit goulenn gwareziñ en- dro 9 c'humun e Menezioù Are doc'h an nitrat.
-3 c'hinnig prennañ a zo evit Teuzerezh Breizh.
Sportoù:
-Melldroad ar baotred: Brest-PSG : 0-1 neizhour evit ar biarvet devezh lig 1.
-Ul lid enoriñ a vo evit Charlie Dalin àrc’hoazh e Konkerne.
-Merc'hed SUA a zo kampionezed ar bed e basket ar merc’hed !