Disoc'h proses Mael de Calan war an RSA: didamallet eo bet prezidant Kuzul meur Penn-ar-Bed!
Didamallet eo bet Mael de Calan ‘vit beure. ‘Ni ‘zo prezidant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed ‘oa bet kaset dirak al lez varn gant ar CGT asambles gant 6 den zo pe zo bet an RSA. Rebechet ‘oa gant ar re mañ diwezhañ da vMael de Calan ha rener ar servijou ‘ra war dro an dud zo gant an RSA bout harellet anezho war o stad dezho ha betek mont da furchal o c’hontoù bank ha goulenn gant piv ‘oa bet roet dezho chekennoù gant sammadoù arc’hant bihan. Didamallet eo bet Mael de Calan met n’eo ket bet lakaet ar 6 den gant an RSA da laeron. Disammet ‘oa Guillevic Le Cam, unan eus deusho, gant diviz lez-varn Brest. Emañ gant Erwan Blanchard.