Keleier ar vro d'al Lun 7 a viz Gwengolo 2026
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Divizet en deus ar rouedad skolioù Diwan mont dirak al lez-varn evit gounit gwirioù e Liger-Atlantel
N'eo ket sikouret ken ar c'hevredigezhioù a ra gant ar brezhoneg gant rannvro Broioù al Liger. Setu perak en deus divizet kuzul merañ Diwan Breizh kas ar rannvro-se dirak al lez-varn, goude un nac’hadenn yalc’had ouzhpenn deus o ferzh. Tristan an Nedeleg zo ezel deus Kuzul Merañ Diwan, displegañ a ra deomp strategiezh ar rouedad skolioù....
Gouel ar bokedoù roz
Tro pevar c’hant a dud a oa deuet d’an darvoudoù aozet e e Mousterel ar Gast en dibenn 'zhun-mañ. Ur redadeg 10 km ha « kurioziteoù » a oa bet ha d’ar Sul mintin dreist-holl e oa bet kurunet plac’h ha paotr o bokedoù roz. Gwechall e veze enoret ar plac’hed a familh vat hag a moral vat gant an titl-mañ. Bremañ e vez enoret ur paotr hag ur plac’h deus ar vro a zo perzh deus buhez kevredigezhel ar barrez. Selaouomp diouzhtu Lionel Henry, maer ar gumun...
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Trec'h eo bet an tu-dehoù pellañ en ul lander deus Reter Alamagn dec'h
- Kinniget en deus ar Stad e steuñv urjañs evit al labour-douar digwener
- Ouzhpenn 1000 den o deus goulennet un digoll warlene digant foñs digoll ar pestisidoù
- Rentañ a raio lez-varn Brest he diviz hiziv 'vit pezh a sell deus afer an RSA e Penn-ar-Bed
- Kaoz zo bet eus ar bezhin glas digwener gant dilennidi ar c'huzul rannvro