Ligue 1 melldroad paotred: un tamm sell war ar c'hleuboù breton
Lanset eo ar bloavezh melldroad Lig 1 2026-2027 nevez zo. Hag ar bloaz mañ ‘vo tri c’hleub eus Breizh o kenstrivañ ‘ba live kampionad uhelañ ‘ba Frañs : Stade Roazhon, Stade Brest hag FC an Oriant. Siwazh ‘oa ket daet a benn skipailh FC an Naoned da chom e Lig 1 e fin ar bloavezh tremenet. En em gavet eo e Lig 2 gant War Raok Gwengamp. Roet eo bet lañs d’ar c’hampionad Lig 1 d’an 22 a viz Gwengolo. Ar bloaz mañ ‘vo ket meit Stad Roazhon c’hoario ur c’hip Europa, Europa Lig ‘vez graet deushañ.
Hudu ‘vo klasket kinnig un tamm skipailhoù ar c’hleuboù eus Breizh zo e Lig 1 dre sell harperien zo : Gwedal Kerneiz zo harper Stad Brestois anezhañ, Kadvael Jolived zo troet war ar Stad Roazhon ha Bruno Boisrobert ‘ya da wel krogadoù FC an Oriant . Hag e fin an abadenn e lakimp ar gaoz war un dodenn a bouez hag a c’hall degas diaesamantoù ‘ba bed ar melldroad a vicher : al lies piaouiñ pe al lies perc’hennañ pezh zo gant an Oriant abaoe ar bloaz mañ. Enrollet 'oa bet Quentin, ur support Merlu 'oa bet goulennataet gant Aodren Tréhin.
Kaset eo bet an abadenn gant Erwan Blanchard.