en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Er programm « ma c’humun angajet evit an dour » e kemera perzh Pempoull.

Er programm « ma c’humun angajet evit an dour » e kemera perzh Pempoull.

Hag ez anavit ar program « ma c’humun angajet evit an dour » ?

N’eus ket da welet get kalite an dour met get an espern. Diskouez a ra mat ar rekordoù zo bet an hanv-mañ pegen a bouez eo !

Dibabet eo bet ar gevredigezh Dour ha stêriou Breizh diàr ar galv raktresoù savet get rannvro Breizh da c’houde barrad-tommder 2022. Komañset eo lod vrasañ ar c’humunioù a youl vat get ar program e 2024.

10 gumun a gemera perzh: E Penn-ar-bed emañ Lambaol-Blouharzel, Karanteg, Banaleg hag Ar Roc’h Morvan barzh ar jeu. Er Morbihan,Sant-Filiberzh hag An Alre. Hag e Aodoù an arvor Perros-Guirec, Binig, Rostren ha Pempoull, ar c’humun diwezhañ da vout lakaet he anv.

Ar program « Ma c’humun añgajet evit an dour » a baday a-hed ar blezad skol 2026-2027. Da c’houde e vo priziet efedusted an obererezhioù vo bet kaset da benn ha keñveriet get ar palioù sifret.

Goulven Morvan dilennet e ti-kêr Pempoull er muianiver get ar skritell UDB. Emañ a roa deomp un nebeut skouerioù ag ar pezh a c’hellay bout lakaet e plas evit espern dour, ha penaos e vo graet.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio