Skoazell, ur strollad a ambroug ar maouezed a c'houzañv feulsterioù e ledenez Kraozon
Ouzhpenn 200 000 plac'h a c'houzañv bep bloaz e Frañs feulsterioù fizikel pe seksel diouzh perzh o fried pe o fried bet. Muioc'h mui e vez anv eus ar feulsterioù jener met nebeud a dra a zo bet graet gant ar gouarnamantoù disheñvel abaoe al luskad MeToo. En distro-skol ec'h adkrogo ar strolladoù benelour da stourm evit ma vefe votet ul lezenn hollek war ar feulsterioù jener hag ar feulsterioù gouzañvet gant ar vugale. E ledenez Kraozon e krog an traoù da fiñval a-drugarez d'ar strollad Skoazell. Sikour ar plac'hed a c'houzañv feulsterioù el ledenez a reont. Muioc'h a ditouroù gant Françoise Louarn he deus savet ar strollad-se asambles gant tud all.
Fenoz e vo dalc'het fest-noz Skoazell e Argol, adalek 9e noz. Ar strollad MP6 hag ar c'houbladoù Malrieu/Urvoy ha Berbey/Hergoualc’h a gano. An arc'hant dastumet a servijo da ambroug ar maouezed, da baeañ o frejoù justiz pe c'hoazh da sikour anezhe da gavout ul lojeiz pa rankont kuitaat o ziez.