en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Staligoù 'vez kinniget evit desachañ an dud e skol Diwan An Oriant.

Staligoù 'vez kinniget evit desachañ an dud e skol Diwan An Oriant.

Penaos desachañ tud er skolioù Diwan, tud ha na anavehe ket ar skolioù dre soubidigezh ? E skol an Oriant, hag en un nebeut re arall e vez kinniget

staligoù, da laret eo atalieroù evit ar vugaligoù etre 1 blez ha 3 blez. Traoù a bep seurt a c’hella bout graet, get ma vo digoret ar skol ha roet c’hoant da zonet en-dro.

Ur blez zo, en distro-skol 2025 e oa kroget ar staligoù skol Diwan an Oriant.

Erell Coupier, mamm daou bugel a lara hiroc’h deomp diàr ar prantadoù-se.

Meur a stalig a zo dija raktreset evit ar blezad-skol a zo é komañs :

An hani kentañ a vo ar sadorn 19 a viz Gwenholon diàr ar c’hehentiñ get ar jestroù evit daremprediñ get ar re vihanig. Ar sadorn 17 a viz Gouel Mikael/ Here e vo an eil ha kinniget e vo d’ar vugale sevel un oberenn arzoù àr tem an diskar-amzer.

Etre 10 eur ha 10 eur 45 eo bep wezh ar staligoù.

Digoust eo kemer perzh met ret eo deoc’h lakaat ho anv.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio