en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

30 vlez eo ar strollad Spontus!

30 vlez eo ar strollad Spontus!

30 vlez eo Spontus ar blez-mañ!

Da zigarez an deiz-ha blez-se zo bet brasaet ar strollad : Emmanuelle Bouthillier get ar violon hag ar blankenn, Elodie Jaffré é kaniñ ha Lena Rangione get ar banjo hag ar blankenn ivez. Spontus 7, pe Spontus septet eo anv ar bare pa sona get an teir flac’h. Ur bladenn nevez a zo bet embannet ar miz paset get Spontus 7 hag emañ ar strollad é ober un droiad àr al leurennoù a-hed ar blezad evit lidañ e 30 vlez.

Youen Paranthoën, ar sonour akordeoñs, a oa bet aterset get Aodren Trehin.

Moiand a vo klevet Spontus er stumm septet get Elodie Jaffré, Emmanuelle Bouthillier ha Lena Rangione er festival fisel e Rostren an 29 a viz Eost.

Ar bladenn o deus savet asambl a zo da breniñ àr-lerc’h o sonadegoù er festoù noz hag àr lec’hienn web Klam records.

Mod arall e vo ur fest-noz ha bal folk bras an 11 a viz an Azvent en Echonova e Gwened evit inoriñ Spontus, unan ag ar strolladoù koshañ a zo er vro.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio