en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 18 a viz Eost 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 18 a viz Eost 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

« Stop bitume ar Faoued BZH » 'zo ouzh ar raktres hent da gorntroiañ ar Faoued.

Ur raktres kozh a 30 vlez a zo er Faoued : un hent da gorntroiañ, da vont hebiou, ar vourc’h a benn liammañ hent Gwiskri ha kani Kemperle d’an hent bras etre An Oriant ha Rosko, an d769. Adlañset eo bet ar raktres get departamant ar Morbihan e 2023 evit ar 4vet gwezh ! 2,8 kilometr a hirder e vehe an tennad hent ha 28 devezh arat, 14 hektar, a zouaroù a vehe distrujet evit ur c’houst a 8 milion a euroioù. Rannet eo da vat an annezidi àr talvoudegezh un hent nevez. Un nebeut re a sava a enep a stourma er stroll « Stop bitume ar Faoued BZH ». Tolpadegoù zo bet dija aozet gete, un dro vale get tud naturour a vicher e 2024 hag àrlane e oa bet okupet get un nebeut izili un ti a oa àr tres an tamm hent a zo raktreset. Gaidig Evenou a zo é chom er Faoued hag a orin ag ar geriadenn. Kemeret he deus perzh er stroll a-enep an hent. Emañ get Aodren Trehin.

Mont da weladenniñ kastell Kermini!

War maezioù Rosporden e kaver al lec'h dibar-mañ. Prenet e oa bet a-raok ar C'hovid gant ur strollad arzourien eus Naoned, gant ar c'hoant da zigeriñ al lec'h d'an holl ha da zegemer arzourien hag arzourezed en rezidañs, o toujañ ouzh al lec'h hag an endro dre vras. Muioc'h a zisplegadennoù gant Elodie Signor, a zo amezegez ar c'hastell. Ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier

  • 100 den 'oa bodet war enez Vaz ouzh ar raktres staliañ milinou avel bras divent

  • N'eus ket kaset dour mat da evañ da annezidi enez Sun e-kerzh an noz

  • Russia: Lev Schlosberg zo kondaonet d'an toull-bac'h 'vit 11 vloaz!

  • Amaury Albar, paotr Forest-Landerne, 'neus gounezet div medalenn da geñver kampionad Europa neuial.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio