Keleier ar vro d'al Lun 17 a viz Eost 2026
Kenderc’hel a ra ar prantad sec’hor e Breizh a-bezh...
Un enkadenn dour a zo e departamant Il-ha-Gwilen abaoe fin ar sizhun tremenet, en deus embannet ar prefeti. 55 % deus ar stêrioù hag an dourredennoù dre vras a zo sec’h en departamant-se hervez ofis gall ar vevliesseurted. Petra eo an distroioù war an dachenn ? Perak eo ken sec’h ar stêrioù en desped d’ar fed ma oa bet dourioù beuz ‘pad ar goañv ? Selaouomp Jean Michel Sanner ezel deus Dour a stêrioù Breizh.
Laket diaes eo al legumajerien gant ar sec'hor
Amzer sec’h ha gor. Takenn glav o kouezhañ abaoe sizhunvezhioù. Peadra o deus al legumajerien da vezañ ankeniet bras ivez... Mark Paugam zo staliet abaoe tregont vloaz war e atant ‘ba Lanhouarne, chouk da Lesneven. n'eus sistem ebet eno evit dourañ e barkeier legumaj. Bemdez e klask « brumennizañ » lodennoù eus e barkeier met en aner. Sec’h kagn e chom an douar ha tri mil mizer o deus ar plant da greskiñ. Aet e oa Erwan Blanchard d'ober un dro war e zouaroù.
Da glevet ivez er c'heleier :
- Krenn-douar bras e Indonezia
- Tanioù bras o deus devet koadeier Europa
- Seiz ministr a yay d'ar Gironde hiziv, ur miz goude an tan-gwall spontus
- Pesked an Oded a zo lakaet diaes ivez gant ar sec'hor
- Sportoù