en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Skeiñ a ra al lezenn Ripost war ar free parties

Skeiñ a ra al lezenn Ripost war ar free parties

E miz Gouere eo bet asantet gant ar Vodadenn Vroadel al lezenn Ripost, a venn kreñvaat ar c'hastizoù a-enep d'an dud a zegas trubuilh en urzh publik. Skeiñ a ra al lezenn-se war chouk an an deuferien, da lâret eo an dud az a d'ar gouelioù dieub, ar free parties pe rave parties e saozneg. Bremañ e c'hello aozerien seurt gouelioù bezañ kastizet a zaou vloaz toull-bac'h ha 30 000€ tell-kastiz. An dud a zeu da zañsal a c'hello int pakout 500€ tell-kastiz war al lec'h gant an archerien. Loeiza a gemer perzh er free parties abaoe meur a vloaz. Direizh eo al lezenn Ripost eviti.


Loeiza, un deufourez, a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio