en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 14 a viz Eost 2026

Keleier ar vro d'ar Gwener 14 a viz Eost 2026

Embannet eo ar c'heleier gant Anton Burel

An eko-rannvroioù : raktres nevez Frañs Disuj evit sevel rannvroioù nevez er stad c'hall.

Embannet ‘neus Jean-Luc Melenchon e raktres da sevel rannvroioù nevez ! D’ar 14 a viz Gouere ‘oa deuet da Vreizh, ‘ba Pempont, evit kenderc’hel gant e brantad kaballiñ evit an dilennadegoù da vont da brezidant pe Arlevier Bro-C’hall a vo dalc’het a-benn miz Ebrel 2027. Soñj e strollad, Frañs Disuj, a zo sevel rannvroioù nevez, met rannvroioù hag a denn d’an en dro naturel diwar an diazadoù dourerier. Ne chenchfe ket kalz harzoù rannvro Breizh hervez dileuridi zo deus Frañs Disuj met bro Naoned ‘chomfe maez ar vro. Muioc’h a zisplegadennoù gant Cécile Beaudouin ‘zo kuzulierez-kêr LFI ‘ba Brest.

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.

Ur c'hastell evit an arzourien

Ha klevet ho peus anv deus kastell Kerminy c’hoazh ? War maezioù Rosporden e kaver al lec'h dibar-mañ. Prenet e oa bet a-raok ar C'hovid gant ur strollad arzourien eus Naoned, gant ar c'hoant da zigeriñ al lec'h d'an holl ha da zegemer arzourien hag arzourezed en rezidañs, o toujañ ouzh al lec'h hag an endro dre vras. Muioc'h a zisplegadennoù gant Elodie Signor, a zo amezegez ar c'hastell.

ur pennad-kaoz gant Metig Jakez-Vargas

Ha da selaou ouzhpenn er c'heleier:

  • Keloù deus ar brezel en Ukraina

  • Jeu a zo etre Russia ha Japan da geñver donedigezh an arlevier Poutin e inizi ar Gouriled

  • Disoc'hoù ar prantad sec'hder e Breizh

  • Priz Jozefin Penkaled

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio