en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 11 a viz Eost 2026

Keleier ar vro d'ar Meurzh 11 a viz Eost 2026

Embannet eo ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Bezhin glas: dav eo d'ar Stad ober muioc'h ha gwelloc'h hervez JP Runigo

Ouzhpenn 20 vlez ‘zo e oa bet komanset da lakaat àr wel kudenn ar bezhin glas e Breizh. Hiriv omp get ar 7vet PAR nitrat, (Plan d’action régional) ur program kaset get ar Stad hag ar rannvro da harziñ ar feurioù nitrat re uhel en dour. Neoazh e kav Dour ha Stêrioù Breizh n’eo ket oberiant a-walc’h ar Stad barzh ar stourm doc’h ar bezhin glas. Arlane eo aet ar gevredigezh betek kas ur rekour dirak al lezvarn ha trec’h eo bet. Kondaonet eo bet ar Stad get lezvarn velestradurel Roazhon e miz Meurzh 2025 da strivañ muioc’h. Da c’houde ar gondaonidigezh-se hag un danvell nevez embannet get lez ar c’hontoù emañ ar Stad, benn ar fin é tihan (o paouez) disklêriañ e vo chenchet e strategiezh da zigresk an nitrat. Simplaat ha strizhaat ar reolennoù a vo graet. Adal miz Gwenholon e vo rediet al labourerezed hag al labourerion-douar da gaouit liveoù azote izel mat barzh o douaroù, ha pas hepken da brouiñ o strivoù. Gant Aodren Trehin emañ Jean-Paul Runigo.

Priz Herve ar Menn zo aet gant Julien Menteg ar bloaz mañ!

Achiv e oa fest ar gelted disul, hag e mesk tout an traoù a oa er program e oa roidigezh Priz Herve Ar Menn. Julien Ar Menteg en deus bet ar priz dimerc’her baset. Ar sonour, pec’henn Tavarn ar roue Morvan ha prezidant sonerion Gourin a zo bet trugarekaet evit hollad e obererezhioù. Priz Herve ar Menn a oa bet krouet get Emglev sevenadurel Breizh e 1988. Enoriñ a ra an dud pe ar c’hevredigezhioù o deus kaset traoù da benn evit skignan ha treuzkas sevenadur ar vro, dre ne vern peseurt mod. Tapet e oa bet da skouer get Radio Bro Gwened e 2001. Barzh ar reportaj savet get Aodren Trehin ho po tro da glevet Serge Guidel hag a zo ezel ag ar juri, Thierry Rouaut ha Tanguy Gicquel.

Ha da selaou ouzhpenn 'bar c'heleier:

  • Amzer c'horr: gant ar pempvet prantad tomm tre 'vimp hudu ha warc'hoazh

  • 300 korf moc'h marv zo bet filmet 'ba kreveier 'ba Saint-Carreuc hag Henon

  • Skoet eo Kolombia gant ur c'hrenn douar kreñv

  • N'hallo ket ar strollad Iabloko kinnig danvez deputeed e miz Gwengolo

  • 3500 prioniad ar PKK a c'hallfe bout dieubet

  • 110 téan zo o vont 'ba Kolombia-Predenat


Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio