en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Strizhaat a ra ar Stad hag ar rannvro ar stourm doc'h ar bezhin glas.

Strizhaat a ra ar Stad hag ar rannvro ar stourm doc'h ar bezhin glas.

Ouzhpenn 20 vlez ‘zo e oa bet komanset da lakaat àr wel kudenn ar bezhin glas e Breizh. Hiriv omp get ar 7vet PAR nitrat, (Plan d’action régional) ur program kaset get ar Stad hag ar rannvro da harziñ ar feurioù nitrat re uhel en dour.

Neoazh e kav Dour ha Stêrioù Breizh n’eo ket oberiant a-walc’h ar Stad barzh ar stourm doc’h ar bezhin glas. Arlane eo aet ar gevredigezh betek kas ur rekour dirak al lezvarn ha trec’h eo bet. Kondaonet eo bet ar Stad get lezvarn velestradurel Roazhon e miz Meurzh 2025 da strivañ muioc’h.

Da c’houde ar gondaonidigezh-se hag un danvell nevez embannet get lez ar c’hontoù emañ ar Stad, benn ar fin é tihan (o paouez) disklêriañ e vo chenchet e strategiezh da zigresk an nitrat. Simplaat ha strizhaat ar reolennoù a vo graet. Adal miz Gwenholon e vo rediet al labourerezed hag al labourerion-douar da gaouit liveoù azote izel mat barzh o douaroù, ha pas hepken da brouiñ o strivoù.

Jean-Paul Runigo a gemera perzh er gevredigezh Dour ha Stêrioù Breizh a c’houde un tregontad a vlezadoù. Selaouomp ar perzh en deus da laret diàr strategiezh nevez ar Stad hag ar rannvro. Emañ diouzh mikro Aodren Trehin.


Liamm ar c’honsultation publik diàr ar chenchamantoù er 7vet program nitrat kaset get ar rannvro :

https://www.bretagne.developpement-durable.gouv.fr/participation-du-public-consultation-sur-le-projet-a6381.html

Danevell lez ar c’hontoù embannet an 10/07/2026:

https://www.ccomptes.fr/sites/default/files/2026-07/20260710-synthese-Lutte-contre-la-proliferation-des-algues-vertes-en-Bretagne.pdf

kredi foto: Sour ha stêrioù Breizh

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio