en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier 5:30

Keleier 5:30

@@@François Hollande : kabaler ar PS@@@ François Hollande eo a gaso listennad ar PS en arbenn ag ar bouezherezhoù prezidant 'benn 2012. Chwajet eo bet get c'hwec'h dregant ha hanterkant pik pemp ag an daou vilion daou gant c'hwezek ha pevar-ugent mil a dud deus votet. Un disoc'h sklaer. Setu pezh 'noa lâret Andrew Lincoln, 'zo ezel ag ar PS ha prezidant burev votiñ 'ba Plougerne, da Erwan Blanchard. Selaouit @@@Tro dro 15 000 a dud deus n'um vodet disadorn evit larêt trawalc'h d'an nukleel.@@@ Trawalc'h iwez get chantieroù an EPR hag an THT. Un taol kaer eo bet an devezh. Andrea ar Gal, a RBG oa en dibunadeg disadorn, dastumet deus sonjoù lod manifesterion. Ar reportaj @@@900 kilometrad àr varc'h-houarn evit brudin an imboudiñ.@@@ Dec'h 'oa achu Tro Breizh àr varc'h-houarn evit an dud 'zo bet imboudet pe ur galon, pe un avu pe ur luhenenn. E-pad c'hwec'h devezh o deus galoupet etre Naoned ha Roazhon. Un taol-kaer a-berzh tud 'zo bet tost d'ar marv. Michel Bourdonnec, ur reder cyclo a glub Kerrhor, 'neus graet ur pennad hent get ar 44 kourser etre Daoulaz ha Brest evit achuiñ an dennadenn 'oa digwener dremenet. Ur pennad-kaoz get Erwan Blanchard. amañ

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio