Staliet eo al luskoù-skol nevez e skol Fouen
Dec'h en eus embannet Vincent Peillon e vefe kemmoù da zegas da adreizh al luskoù-skol. Evit ar wech-kentañ ha daoust ma 'zo klemmoù en eus ministr an deskadurezh ansavet n'eo ket dibar an adreizh evit ar skolioù-mamm, pa 'vez trubuilhet luskoù ar re vihan.
Gervel a ra ar skolerien da vanifestiñ 'benn ar 14 a viz Du o tont evit klemm 'enep d'an adreizh-se, daoust ma gadarn Vincent Peillon e vo staliet al lezenn da vat hag e pep lec'h ar bloaz a zeu.
E skol Itron Varia an Esperañs e Fouen eo bet staliet al luskoù-nevez en distro-skol tremenet. Enora Gouriou, skolaerez divyezhek er skol-vamm eno he deus roet he soñj da Gatell Uguen.