Ul Lec'h Orin Gwarezet (IGP) evit Gwin Breizh ?
D'ar Sadorn 13 a viz Even e oa bet bodet izili Kuzul Sevenadurel Breizh en Ostel Courcy e Roazhon. E mesk ar sujedoù a oa bet tabutet e oa un het diwar-benn lec'h orn gwarezet Breizh, an IGP ma ‘peus c’hoant. Dizingal eo an traoù evit poent, lod deus al LOGoù pe an IGPoù a zo war Breizh 5 departamant lod all war tirriad Rannvro Breizh 4 departamant. Evit poent e chom ar rannvro etre daou, IGP ar Gwin zo ur skwer mat : Ar gevredigezh association pour la valorisation des vins de bretagne zo o sevel un IGB Bio gwinoù Breizh war pevar departamant, Hep Gwinieg Naoned, harpet eo gant ar rannvro er raktres-se. Deus un tu all Sindikad gwiniennerien Breizh zo o sevel un IGP Gwinoù Breizh war pemp departamant. E memes koulz Sindikad ar gwinoù IGP Traoñ al Liger a zo a enep krenn d’ar raktres IGP Gwin Breizh 5 departamant. Setu evit sklaeraat an traoù eo bet votet a unvouez un het gant Kuzul Sevenadurel Breizh evit ma ne vefe harpet gant Rannvro Breizh nemet an IGPoù a ra gant Breizh 5 departamant. Selaouomp diouzhtu Cédric Choplin ezel deus ar c’huzul sevenadurel neus kinniget an het-se ‘sambles gant kuzulierien all …
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel