en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 9 a viz Gourhelen 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 9 a viz Gourhelen 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.

N’a ket da gelennerion ar sindikad FSU ar mod da briziañ abreved.

Ha da gentañ e-keñver al labour o deus da gas evit reizhañ kopiennoù ar skolajidi. E 2026 eo paeet ar gelennerien 75 santim dre gopienn, ha n’eo ket paeet ar gelennerion evit lakaat ar skolajidi a zo e 3de klas da dremen o arnodennoù dre gomz. Savet eo ar sindikad FSU evit embann d’an deskadurezh Stad eo poent reiñ un tamm lufr d’ar Breved ! Ur sinadeg ‘zo bet roet lañs dezhi geant an FSU evit ma ‘vo gwellaet ar mod da verañ ar breved.

Selaouomp Fabris Kadou a zo ezel ag an FSU ha kelennour Istoer-Douaroniezh e skolaj publik Kastell-Pol. Emañ get Erwan Blanchard.


Degas preder dre ar fent, setu mennozh ar gevredigezh Breizh unvan evit lakaat ar stourm evit an ad-unaniñ da vonet àr-raok.

Savet o deus neuze panellioù nevez-flamm evit diskouez perak eo anat herveze stagiñ en-dro ar Liger Altlantel da rannvro Breizh.

Diskouezet eo bet ar panellioù evit ar wezh kentañ àr pont bras Kaodan a-dreist d’an hent tizh ar 6 viz Mezheven. Bep kentañ sadorn ar miz e vez stourmerion pellgor an Oriant eno. N’eo ket c’hoazh bet embannet deiziadoù resis evit an dibunadegoù get ar panellioù e straedoù al Liger-Atlantel.

Alan Ar Gal, teñzorour ha stourmer eBreizh unvan e strollad An Oriant a oa doc’h mikro Aodren Trehin. Muioc’h a zispelgadennoù geton.

Da glevet ivez:


-Skoet eo ar vro get ar barrad tommder atav, ha betek derroù ar sizhun é tonet e paday.

-72 departamant a zo edan evezh Meteo Frañs liv orañjez hiriv.

-Marine Le Pen a gasa he afer el lezvarn torr. Gellet a rahe gouiet respont al lezvarn torr e derroù miz Ebrel 2027, da laret eo just a-raok kentañ tro an dilennadegoù

-Marse e vehe serret ul lise e Brest

-Achiv eo chanter renevezañ peulgae Rosco.

-Sport:

kib ar bed melldroad ar baotred : henoazh e vo ar match Frañs-Maroco.

-Aet eo ar maout get Torstein Traeen evit 5 vet tennad-hent tro Bro-Frañs ar baotred àr velo.

-Emañ plac’h aodoù an Arvor Clara Burel e krapañ e bed an tennis.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio