Sinet eo bet ar garta Ya d'ar brezhoneg get ar gevredigezh Tolpiñ
Ar garta Ya d’ar brezhoneg a vez lies sinet get strollegezhioù, met moiand 'zo ivez da embregerezhioù pe kevredigezhioù ober geti.
Justawalc’h, ar gwener 26 a viz Mezheven eo bet sinet ar garta get ar gevredigezh Tolpiñ en trede lec’h Maison Glaz e Gourenez Gavr. Tolpiñ, hag a zo bet krouet 2 vlez zo, a aoza sonadegoù ha gober a ra ivez àr-dro ar son hag ar gouloù evit arvestoù. Oberiant eo ar gevredigezh a Bro An Oriant betek bro an Alre.
Géraldine Robereau, ar sekretourez a lara deomp e peseurt mod e vez graet get ar brezhoneg er gevredigezh. Klevet ‘vo da c’houde Ronan Postic a Ofis publik ar brezhoneg er Morbihan.
Tro-dro 830 kevredigezh, embregerezh, strollegezh, kleub sport, pe c’hoazh media o deus sinet ar garta a oa bet savet e 2001.