en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 6 a viz Gouere 2026

Keleier ar vro d'al Lun 6 a viz Gouere 2026

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Stenn zo ‘ba Kevread Diwan

Digwener goude kreisteiz ‘oa bet degemeret an daou genrener, Lou Millour ha Mark Boete, gant at brezidantez Anne-Sophie Brats hag un ezelez all eus Burev Diwan ‘ba sez Diwan ‘ba Landerne. Pal an emgav ‘oa derc’hel un diviz araok dic’hoprañ pe get an daou genrener zo bet staliet war o fost labour eizh miz zo. Deuet ‘oa un hanterkant bennaket a c’hopridi, a vistri-skol, da souten an daou genrener diwar galv ar sindikadoù CFDT ha CGT. Badaouet e seblant bout gopridi Diwan gant ar prosezadur ‘neus divizet kas Kuzul-Merañ kevread ar skolioù dre soubidigezh en brezhoneg… Selaouomp Brendan Simon zo dileuriad CFDT, Aurélie Coum zo dileuriadez ar CGT ha Stéphanie Stoll prezidantez bet Diwan.

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

Tolpiñ en trede lec’h Maison Glaz ur gevredigezh deus Gourenez Gavr en deus sinet ar garta Ya d'ar Brezhoneg

D'ar gwener 26 a viz Mezheven eo bet sinet ar garta get ar gevredigezh Tolpiñ en trede lec’h Maison Glaz e Gourenez Gavr. Tolpiñ, hag a zo bet krouet 2 vlez zo a aoza sonadegoù ha sesionoù hengounel, ha gober a ra ivez àr dro ar son hag ar gouloù evit arvestoù. Oberiant eo ar gevredigezh a Bro An Oriant betek bro an Alre. Géraldine Robereau, ar sekretourez a lara deomp e peseurt mod e vez graet get ar brezhoneg er gevredigezh. Klevet ‘vo da c’houde Ronan Postic a Ofis publik ar brezhoneg er Morbihan.

Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin

Ha da glevet ivez er c'heleier :

  • Lid 250 vloaz Stadoù Unanet Amerika

  • Obidoù Ali Khameneï, arlevier bet Iran a zo krog dec'h e Teheran

  • Tanioù-gwall er stad c'hall

  • Krogadoù an dibenn-sizhun e Kib melldroad ar Bed

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio