Savet eo ar gannaded a-du evit rein ur statud emren da Gorsika.
Emrenerezh Korsika a oa e kreiz an tabutoù er vodadenn vroadel ar sizhun baset.
Hag a benn ar fin, dimeurzh eo savet a-du lod vrasañ ar gannaded evit krouiñ etre kromelloù « ur raktres lezenn vonreizhel evit rein ur statud emrenerezh da Gorsika 'barzh ar Republik ». 271 kannad a oa a-du, 202 a-enep ha 64 a oa chomet neptu. An tu dehoù kazimant en he fezh he deus votet a-enep hag un nebeut deputeed ag an tu-kleiz.
Setu sell Paul Molac, kannad pastell-vro Ploermael er Morbihan, àr ar mouezhiadeg.
Hir ha diasur e chom c’hoazh dazont ar raktres lezenn vonreizhel evit rein emrenerezh da Gorsika. Asantet eo bet get ar gannaded met evit ma vehe degemeret e vo ret bout votet er sened rik ar mem destenn ha goude bout votet ur wezh c’hoazh get teir bemvedenn ag ar c’hannaded hag ar senedourion asambl evit cheñch ar bonreizh.
Ar vouezhiadeg dre ar munud: https://www.assemblee-nationale.fr/dyn/17/scrutins/7454
An atersadenn glok a vo da selaou e abadenn Heklev an hañv a vo skignet bep minin adalek ar sizhun é tonet e plas an abadenn C’hwezh an deiz.
Paul Molac oa bet aterset get Aodren Trehin.