Keleier ar vro d'ar Gwener 26 a viz Even 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Korsika war-hent an emrenerezh
Emrenerezh Korsika a oa e kreiz an tabutoù er vodadenn vroadel ar sizhun baset. Ha benn ar fin, dimeurzh eo savet a-du lod vrasañ ar gannaded evit krouiñ etre krochedoù « ur raktres lezenn vonreizhel evit rein ur statud a emrenerezh da Gorsika barzh ar Republik ». 271 kannad a oa a-du, 202 a-enep ha 64 a oa chomet neptu. An tu dehoù kazimant en he fezh he deus votet a-enep. Setu sell Paul Molac, kannad pastell-vro Ploermael er Morbihan, war ar mouezhiadeg.
Ur pennad-kaoz gant Aodren Trehin
Dalc'h kuzul Rannvro Breizh
Ti embann ar skolioù ne vez ket lakaet ar gaoz warnañ alies e dalc’h ar c’huzul rannvro, met setu hudu e vo lakaet ar gaoz warnañ ha war an embann dornlevrioù evit ar skolidi hag ar skolajidi, hudu an deiz pe ne glotont ket al levrioù gant ar programmoù a vremañ er c’hlasoù c’hwec’hved ha trede, met gant programmoù kozh, hag evit ar c’hlas, evit ar c’hlasoù pempvet ha pevare e glot gant ar programmoù met diviet int gant ar re pempvet ha se hervez nil Caouissin a zo kelenner war an istor douaroniezh en ur skolaj e bro dreger, neuze pe vez desket traoù deus ar programm kozh gant an dornlevrioù e brezhoneg …. pe traoù nevez met gant dielloù e galleg en ul live diwar pevar er skolaj.
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Arnodenn ar vachelouriezh
An arnodennoù meur dre gomz zo dalc’het er mare mañ ! Un doare arnodenn ‘oa bet adlañset gant gouarnamant Bro-C’hall pemp bloaz zo gaozen da adkempenn ar vachelouriezh ‘oa savet gant Blanquer, ‘pa oa hemañ diwezhañ ministr an deskadurezh Stad. Dec’h ‘oa un torkad liseidi ‘ba lise Brizeux ‘ba Kemper ‘oa bet galvet da dont da ginnig unan eus an daou sujed ‘noant prientet. Liammet gant unan eus an danvezioù arbenniket e rank bout ar sujedoù. Deomp da selaou tri lisead Kaelig Bidault, Korantin Belleg ha Maelenn Blanchard ‘oa bet goulennataet o zri war ar saozneg…
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Ha da glevet ivez er c'heleier :
Bresk eo an harz tennañ etre Iran ha SUA abalamour da Stad Israel oc'h aloubiñ Liban
Kib melldroad ar bed