Aet eo Eric Roy d'ar bed all!
Aet Eric The King d’ar bed all ! Dimerc’her ‘neus kuitaet Eric Roy ac’hanomp. Pad tri bloaz eo bet gourdoner skipailh Stade Brestois. Ur gourdoner eus ar re wellañ zo bet o ren war skipailh Brest moarvat. Daet eo a benn gant e c’hoarierien da chom e Lig 1 ha d’en em gavout en trede plas eus ar renkadur fin ar bloavezh 2023-2024. Un taol kaer da gas anezhañ e-touez stered Stad Brestois ‘vel Roberto Cabanas… Abaoe tri bloaz ‘oa o labourat gant Stade Brestois hag abaoe tri bloaz ‘oa roget gant krign-bev ar Pancreas… Stourmet ‘neus ‘vit padout ar pellañ ma c’halle ha chom eo bet bev a-drugarez d’ar velldroad. Yann-Fanch Kerneiz, zo harper Stade Brestois anezhañ, ‘neus rentet enor d’ur gourdoner ‘neus lakaet ar re di-zefs da hunvreal !