RC Gwened 'c'hoario gourfenn kampionad rugbi Pro D2 warc'hoazh!
Rugbi Kleub Gwened ‘vo gant krogad ar bloavezh warc’hoazh : c’hoari gourfenn kampionad Pro D2. Ar pal gant skipailh Jean-Noel Spitzer ‘vo gounit ‘vit mont da gampion Frans Pro D2 ‘vit un eil gwech ha dreistholl pignat e kampionad Top 14. 23 c’hoarier ‘vo bodet ‘ba sportva Ernest-Wallon ‘ba Tolosa ‘vit klask bout trec’h war gleub Provañs Aix ‘oa erru e 3de plas eus ar renkadur ‘ba lodenn gentañ ar bloavezh. Zan Michat ‘vez ‘ba tribunelloù La Rabine, bep tro ‘vez RC Gwened o c’hoari ‘bar gêr, ‘ro e sonj deomp war ar gourfenn ha war skipailh Provañs… Emañ gant Erwan Blanchard.