Betek 300 metrad a uhelder 'vo ar milinoù avel 'ba bae Montroulez!
Ret eo dilezel ar raktres takad milinoù avel ‘ba bae Montroulez. Sed aze unan eus luganoù an izili eus ar gevredigezh « Enviro Veritas ». Petra eo ar raktres ? En soñj emañ ar Stad C’hall, dre ar stal BNO, sevel un takad gant 80 milin uhel mat a-vaez aodoù bae Montroulez, 18 km eus enez Vazh. N’eo ket milinoù avel ordin ‘vefe staliet eno. Tost da 300 metrad a uhelder ‘vo an tourioù avel da gentañ. Hag eil tra, staget e vefont eus foñs ar mor gant eorioù. Hervez Jean-Jacques Tangi, zo ezel eus Enviro Veritas zo o stourm eus ar raktres, eo ar wech kentañ ‘vo staliet seurt milinoù avel war un dachenn besketa gwarezet, un dachenn ‘vefe div wech brasoc’h ‘vit kêr Bariz. Roet ‘neus Jean-Jacques Tangi e soñj war raktres ar milinoù avel-se da Erwan Blanchard.