Re domm eo ar salioù klas hag ar porzh evit bugale skolioù Kemper
Goulennet o deus skolioù Diwan Kemper na chomfe ar vugale er ger ma oa posupl evit o familhoù, pe c'hoazh kas ar vugale d'ar skol diouzh mintin hepken. Rak re domm eo savadurioù zo. Didud e oa ar porzh skol e Skol Diwan Penharz hiziv da vare an ehan kreisteiz...Lino a oa ar bugel nemetañ eus e glas da vezañ deuet...
Klevet o peus aze evit echuiñ Thiery Le Stêr, skolaer e skol Diwan Penharz. Aterset e oa bet gant Metig Jakez-Vargas. Ranket o deus skolioù Diwan Kemper nullañ an darvoud Diwan Sport hiziv rak re domm eo an amzer evit ober sport.
Digoust eo ar mont-tre e poulloù-neuial tolpad-kêrioù Kemper keit ha ma vo tomm gor an amzer. Difennet eo avat mont da gouronkañ e stêrioù an Oded hag ar Steir.