Gallet o deus izili ar familh Al Rayyes kejañ asambles en dro !
Yaser Al Rayyes, ur palestinad yaouank eus Gaza, en deus kavet repu en ur familh deus Konk-Kerne pa oa kroget ar brezel. Met chomet e oa e familh war e lec'h, a glaske treuzvevañ dindan ar bombezennoù israelian. Ur c'homite skoazell a oa bet savet neuze e bro Gerne evit sikour Yaser ha klask bodañ ar familh e Frañs. Rak gloazet bras, klañv pe o c'houzañv an naonegezh e oa izili ar familh chomet e Gaza. N'eo ket deuet a-benn ar c'homite skoazell da gas ar familh betek Frañs c'hoazh, met keloù mat a zo memestra : gallet o deus en em adkavout e bro Egipt ar sizhun dremenet. Muioc'h a ditouroù gant Anthony Le Crom, ezel eus ar c'homite skoazell.
Anthony Le Crom a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Goulenn a ra ar c'homite skoazell ur viza dengar evit al familh Al Rayyes ha klask a ra arc'hant evit paeañ ar frejoù ospital. Div c'hoar henañ ar familh n'ho deus ket gallet beajiñ gant o zud. Ur gevredigezh nevez, anvet « Pont de mer humanitaire », a zo bet savet gant familh degemer Yaser e Konk-Kerne evit sikour palestinianed all da resevout dafar mezegel pe bezañ kaset d'an estren vro da vezañ soagnet.