Avel Em Fenn - Merc'her 24 a viz Even
Warlene e oa bet aozet ur c’henstrivadeg gant Kuzul Departamant Aodoù an Arvor, ur c’henstrivadeg a-benn archantaouiñ raktresoù kinniget gant skolajidi-skoliajadezed an Departamant , hag en o zouez e oa skolaj Diwan Plijidi. Neuze Josephine, Armelle, Nils hag Awen o doa ijinet porzh skol nevez ar skolaj.
Pennad kaoz ar sizhun : Jorj Bothua, soner bombar anezhañ ,a displeg penaos e vez implijet ar c’hooad a-benn sevel bombardoù. Un atersadenn kaset da benn gant Emrys, deus Radio Bro Gwened.
Ar c’heleier kinniget gant Metig Jakez Vargas.
Teknik an abadenn : Sahel Frangeul
Stajiadez Roudour Montroulez: Loeiza
Buheziñ : Yann Boishardy