en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

E brezhoneg o deus respontet d'ar bak un nebeut liseidi e Diwan Gwened.

E brezhoneg o deus respontet d'ar bak un nebeut liseidi e Diwan Gwened.

Prantad an arnodennoù eo e fin ar blez. An 12 a viz Mezheven, e oa miliadoù a liseidi e Breizh hag e Frañs e tremen ar bak matematikoù.

Respont e brezhoneg, setu un dibab kalonek a zo bet graet get 6 lisead e kentañ klas e lise Diwan Gwened. Nec’het e oa ar grennarded dre ma ne ouient ket ma vehe bet asantet o c’hopiennoù pe pas.

Get o c’hevredigezh An houlenn o deus skrivet ul lizher digor d’ar rektordi dre ar rouedadoù sokial evit displegañ perak eo reizh herveze gober get o yezh evit tremen ar vachelouriezh.

Aelig, Jaoua, Nell ha Herri a oa doc’h mikro Aodren Trehin, asambl get ar renerez, Céline Meneses.

Diafriet e vo o c’hopiennoù ‘benn ar fin met chomet eo ar rektori hep kas keloù ofisiel. Kalonekaet eo bet ar strolladig tud yaouank get ur mennad souten a berzh get kuzul-merañ Diwan.

Ur stumm hir ag ar reportaj-mañ a vo da glevet en abadenn Avel em fenn.

Foto: Ouest-France

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio