Keleier ar vro d'ar Gwener 19 a viz Even 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Gouel ar Sonerezh e Kentreg
Benn Disul e vo Gouel ar Sonerezh, lidet e vo un tamm pep lec’h er stad c’hall, E Breizh ivez evel-just, ba ti rannvro Breizh e Roazhon da skwer war porzh an ostel courcy e vo ur sonadeg gant Emezi. E parrozioù all e oa bet aozet ar gouel a-raok, evel Kentreg e Bro Roazhon da skwer peogwir e oa disadorn tremenet. Aozet e oa, evel bep bloaz gant ar gevredigezh Les excintriques a aoz bep bloaz Gouel ar sonerezh hag ar sportoù. Setu disadorn d’enderv e oa sportoù a bep seurt, marc’hegouriezh, Badminton ha Trial VTT … ha diouzh noz e oa bet klevet stiloù sonerezh disheñvel : rock, rap, pop pe kan ha diskan. E-mesk ar strolladoù e oa Laz-seniñ Kentreg anvet declic et déclap, selaouomp Elizabeth diouzthu a gan el laz-seniñ hag a zo a youl-vat evit les Excintriques, ha Kaou a zo produour ar rapour Orphé en deus kanet el leurenn dirak ar Synchro Bar
Ur pennad-kaoz gant Anton Burel
Kan e skolaj Gregam
Evit an eil gwerzh eo kaset ar raktres « Pozioù » get departamant ar Morbihan asambl get 5 ti ar vro an departamant. A-hed ar blezad skol o deus skolajidi ‘zo desket ha studiet kanennoù e brezhoneg get muzisianed a-vicher. Ar blez mañ e oa Youenn Lange, Elouan Le Sauze hag Elodie Jaffre. Un 10 skolaj bennak o doa goulennet kemer perzh er raktres ha 5 a zo bet dibabet. Katell Perron a Ti ar vro bro An Alre, Youenn Lange hag Elouan Le Sauze a oa doc’h mikro Gael An Du a Radio Bro Gwened e skolaj Sant-Jojeb e Gregam kostez Gwened.
Ur pennad-kaoz gant Gael an Du deus Radio Bro-Gwened
Ha da glevet ivez :
Emglev etre SUA hag Iran
Kenderc'hel a ra lu Israel da aloubiñ ha bombeziñ Liban
Serret e vo pleg-mor Gwaskogn 'pad ar goañv 2027
Disoc'hoù Kip ar bed