en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 18 a viz Even 2026

Keleier ar vro d'ar Yaou 18 a viz Even 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

Sevel a ra ar gevredigezh « Enviro Veritas » a-enep d'ar raktres takad milinoù-avel e bae Montroulez.

En soñj emañ ar Stad C’hall, dre ar stal BNO, sevel un takad gant 80 milin uhel mat a-vaez aodoù bae Montroulez, 18 km eus enez Vaz. N’eo ket milinoù avel ordin ‘vefe staliet eno. Tost da 300 metrad a uhelder ‘vo an tourioù avel da gentañ. Hag eil tra, staget e vefont eus foñs ar mor gant eorioù. Hervez Jean-Jacques Tangi, zo ezel eus Enviro Veritas zo o stourm eus ar raktres, eo ar wech kentañ ‘vo staliet seurt milinoù avel war un dachenn besketa gwarezet, un dachenn ‘vefe div wech brasoc’h ‘vit kêr Bariz. Roet ‘neus Jean-Jacques Tangi e soñj war raktres ar milinoù avel se da Erwan Blanchard.

Gellet o deus krennarded ha krennardezed Diwan ober anaoudegezh gant ur strollad tud yaouank eus Palestina

Degemeret eo bet repuidi ha repuadezed yaouank eus kamp Balata e Sisjordania e skolaj Diwan Jakez Riou, e Kemper, digwener. Aozet ez eus bet un droiad e Breizh-Izel d'ar balestinianed yaouank gant ar gevredigezh gevelliñ Kemper-Balata. Un eskemm a oa bet evit ar skolajidi tro-dro d'an dañs Palestinat, an dabkeh. Selaouomp Razzan ha Yazid, izili eus komite poblek Balata, a oa jubennet gant Coline Houssais.

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Sinet o deus ar Stadoù-Unanet hag Iran un emglev arsav-brezel dec'h da noz

- Votet en deus ar Parlamant European dec'h evit ma vefe aotreet OGMoù mod nevez el labour-douar

- Barnet evit muntr e ranko bezañ ar poliser en doa lazhet Nahel Merzouke 2023

- Nebeutoc'h nebeutañ a zouaroù labour-dour bio a zo, daoust ma vez prenet boued bio adarre gant ar bevezerien

- Taer eo lez ar c'hontoù gant ar Stad ha Rannvro Breizh da geñver merañ ar bezhin glas

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio