en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Mont a ra pell an departamant gant ar c'hontrolloù RSA

Mont a ra pell an departamant gant ar c'hontrolloù RSA

Hiziv e vo barnet e Brest prezidant departamant Penn-ar-Bed, Mael de Calan, ha rener servijoù an an RSA en departamant evit « harellerezh melestradurel ». Kaset int bet dirak al lez-varn gant ar CGT ha c'hwec'h den a reseve an RSA. Re a wask a vez laket war an dud vresk herveze. Maelenn Bernard a resev an RSA en departamant, a-brantadoù, abaoe eizh bloaz. Santet he deus e oa strishaet politikerezh an departamant hag e oa graet ar c'hontroloù RSA mod nevez evit lakaat an dud diaes.


Maelenn Bernard a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas. Ar C'honfédération paysanne he deus divizet bezañ kevrenn keodedenn (partie civile), er prosez-mañ ivez. Gervel a ra ar sindikad d'en em vodañ dirak lez-varn Brest da greisteiz evit souten ar re o deus douget klemm. Kalz labourerien-douar a resev an RSA a zo lakaet diaes gant politikerezh an departamant ivez herveze.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio