Bonedoù ruz mod nevez.
Disadorn e Pont ar Veuzen oa bodet enebourion an ekotaos e-tal ar porched. Àr o fennoù, bonedoù ruz profet get ti Armorlux e Kemper. 900 en holl. Daou vil pemp kant skwerenn ouzhpenn zo bet koumanantet evit disadorn-mañ-za. Tud an FDSEA eo hag o deus bet ar soñj lakaat an arouez istorel-mañ àr-wel en-dro. E 1675 o doa stourmet peizanted Breizh enep un taos lakaet get ar Roue Loeiz XIV, àr ar paper timbr. Yann Bijer neus studiet mat ar prantad istorel-mañ. Chwajet en doa an en-dro-se evit skriviñ e romant diwezhañ "Torrebenn" priziet meur a wezh.
Displeg a ra deomp petra dalv gwiskiñ ur boned ruz er stourm hiziv an deiz, doc'h mikro Yaëlle ar Mouel.