en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Noziadoù ar c'hoedoù get ar gevredigezh Bevennoù

Noziadoù ar c'hoedoù get ar gevredigezh Bevennoù

Etre ar 5 hag 21 a viz Mezheven eo Noziadoù ar c’hoedoù !

A c’houde 2021 e Frañs a bezh e vez kinniget animasionoù a bep seurt e-pad ar prantad-se vit anav gwelloc’h ar c’hoadoù. Ar blez man eh eus 250 lec’h dishañval e-men vez kinniget traoù.

Ar gevredigezh Lisières, pe Bevennoù e brezhoneg a gemera perzh barzh an darvoud bras-se. Bevennoù a zo staliet e Lanvodan, kostez Ploue er Morbihan.

Merwyn Sauerbrey, ag ar gevredigezh a gonta deomp diàr ar program ha spered an darvoud.

Ouzhpenn d'ar prantad dihuniñ barzh ar c'hoedoù e vo ivez ur valeadenn diàr al lanneier àrc'hoazh..

Program klok Noziadoù ar c’hoadoù a zo da gaouit dre internet, hag evit animasionoù ‘zo vo ret lakaat ho anv en a-raok.

Dre zegouezh e klota ar blez-mañ prantad Noziadoù ar c’hoadoù get miz ar bevlieseurted kinniget get tolpad kêr an Oriant. Peadra a vo an dibenn sizhun-mañ evit an dud a zo dedenet da ouiet muioc’h àr an natur !

Merwyn Sauerbrey oa get Aodren Trehin.

Foto: Lisières-Bevennoù

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio