Keleier ar vro d'ar Yaou 11 a viz Even 2026
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Gwask a vez laket war ar beizanted gant an departamant eme ar C'honf29
'Benn dilun e vo dalc'het prosez prezidant departamant Penn-ar-Bed, Mael de Calan, ha rener an implij en departamant. Tamallet e vez dezho gant ar CGT ha c'hwec'h den en o anv dezho bezañ lakaet e plas ur sistem « harellerezh melestradurel » en departamant d'an dud vresk a c'houlenn an RSA. Divizet en deus Konfederasion ar beizanted mont asambles gante ha mont da gevrenn geodedel, partie civile e galleg, en afer-mañ. Muioc'h a zisplegadennoù gant Julien Taleg, mouezh-aotreet Konfederasion ar beizanted e Penn-ar-Bed.
35vet gouel "Arz er Chapelioù"
E flondrenn pe traonienn ar Blanvezh, kostez Pondi ha Baod e vo diskouezadegoù arz a vremañ da welet a-hed an hañv, etre an 3 a viz Gouere hag an 31 a viz Eost. Un digarez ivez da zizoloiñ ar glad lec’hel en ur mod all. 11 arzour hag arzourez eus Frañs ha broioù estren a gemero perzh ar bloaz-mañ. Madalen Peres, en karg eus degemer ar publik, a ginnig ar gouel deomp.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Misiloù a zo bet eskemmet adarre etre Iran hag ar Stadoù-Unanet
- Emsavadegoù gouennelour o deus plantet freuz ha reuz e Iwerzhon an Norzh
- Hiziv e krogo kib ar bed melldroad, a vo c'hoariet ar wech-mañ er Stadoù-Unanet, Merc'hiko ha Kanada
- Ur c'hlemm evit gwall bet enrollet tri miz zo e Sant-Brieg a c'hellfe bezañ liammet ouzh afer Lyhanna
- Kenderc'hel a ra ivez an afer Lyhanna da hejañ ar bed politikel e Frañs
- Rannvro Breizh eo unan eus ar rannvroioù e lec'h ma kaver ar muiañ a wallzarvoudoù labour