en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Jean ar Bouilh 02 - Kervignag

Jean ar Bouilh 02 - Kervignag

Demat da razh an dud ha demat deoc’h c’hwi Sylvie ! Komans a ra ar sizhun. El pep lun ne vez ket labouret geneoc’h hag eit ur wezh e vez kemeret un tamm amzer eit kousket un tamm hirroc’h. Ha marsen eh oc’h just a-walh e tijuniñ. Eh beh Sylvie, me lar deoc’h. Un tammig trouzus vo an emision Kreiz Mintin hiriv. Oeit on tre bedeg Kervignac ur wezh arre. Jean ar Bouilh n’oe c’hoazh traoù da laret diñ. Ni beus ‘n em gavet ba un tavarn ba kreiz ar vourc’h hag un nebeudig a dud oe. Klevet mat vez Jean ur sort. Ha neuzen hon eus kaojet a-zivout

  • CD devezhañ Kanerion Pleuigner

  • ar Raktres TV Breizh

  • Ba fin an abadenn e vo klevet Emile Samedy è kontiñ deomp ur gontadenn.

Ale Sylvie ! Damp neuzen ! Tapit ho kroasant, ho polennad kafé. Lakit ar son un tammig kreñvoc’h.

Muzik :

  • Léa - L'aube et la guerre

  • Kanerion Pleuigner

  • Marsel Jaffre

  • Shahram Nazeri ha Tahmoures Pournazeri - Amoo Nowrouz

Un abadenn kaset da benn ha kaniget get Jañlug er Mouel

Kreiz Mintin

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio