en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Degemeret e vo Breizh unvan en-dro e dibunadeg-veur gouel ar gelted!

Degemeret e vo Breizh unvan en-dro e dibunadeg-veur gouel ar gelted!

Arlane e oa bet reuz pa oa bet skarzhet Breizh unvan a dibunadeg-veur Gouel ar gelted. A c'houde 2017 e oant degemeret 'barzh an dibunadeg, ar pezh a oa ag ar c'hentañ evit bout gwelet mat.

Re bolitikel e oa o c'hemenadenn evit pennoù bras ar fil a soñja izili Breizh unvan, neoazh eo ar festival etrekeltieg politikel en e unan evite.

Un emglev emaint é tihan kaouit get renerion Gouel ar gelted.

Displeget e vo kement-mañ doc'htu dre ar munud get Alan Ar Gal, ezel Breizh Unvan.

Ouzhpenn an dibunadeg-veur o deus lakaet ivez ar gaoz get renerion gouel ar gelted ár plas o stalig, o stand, àr ar gouel. Goulennet o deus kaouit un diskoulm rak kaouit a ra dezhe int kuzhet betek re. E c’hortoz ur respont a-berzh renerion ar gouel emaint.

Foto : Alan Ar Gal, Richard Gironnay, Vincent Montgomery hag Ifig Cochevelou e gouel ar gelted e 2025.

Ur pennad-kaoz get Aodren Trehin.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio