en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Keleier ar vro d'al Lun 1añ a viz Mezheven 2026

Keleier ar vro d'al Lun 1añ a viz Mezheven 2026

Kinniget eo bet ar c'heleier get Aodren Trehin ar mintin-mañ.


Ar dro 350 den ‘oa ‘ba sal ar goveloù e Boulvriag disadorn.

Aozet ‘oa ur friko « breton » get tud ag an RN, an RN a wel Breizh ‘vel un dachenn ma c’hall gounit mouezhioù en dazont. Met un tu all a lenn sal ar goveloù ‘oa bodet àr dro 150 den ‘oa daet da vanifestiñ a-enep d’an RN, ur vanifestadeg hag a oa bet difennet get prefeti Aodoù-an-Arvor. Lañset ‘oa bet ar galv get annezidi 'zo é chom e Boulvriag ha savet gete ur stroll « On s’Embourbriaque ».

Garance, Valentin ha Gilbert, a oa doc’h mikro Erwan Blanchard. Ar-dro 2e30 o doe kuitaet ar vanifesterion al lec’h, sal ar Goveloù. Chomet e oa sioul a-walc’h an traoù àr blas.


War wellaat e ya stad Kevread Diwan !

Arlene ‘oa bet skoet get un enkadenn argant bras. Un toull a 400 000 euro ‘oa ‘barzh kef Diwan Breizh. Stanket eo bet ul lodenn ag an toull hag él-se e c’hella Diwan kendalc’hiñ da vonet get e hent. Disadorn ‘oa bet dalc’het emvod meur ar gevredigezh e Plañvour e-tal an Oriant.

Selaouomp Anne-Sophie Brats a zo prezidantez Diwan. Emañ get Erwan Blanchard.

Da glevet ivez er c'heleier:

-Brezel er reter kreiz : un emgav mallus get kuzul surantez an ONU a zo hiriv.

-Kentañ tro an dilennadegoù prezidant a oa e Kolombia dec’h.

-Uhelaet eo ar smic hiriv a 2,4 % dre heuli kresk ar prizioù.

-Marv eo ar sokiologour ha prederour Edgar Morin digwener da 104 blez.

Sportoù:

-Emañ merc’hed ar Brest Breizh Hand (BBH) kampionezed Bro-C’hall evit an eil gwezh !

-Trec’h eo bet ar PSG e lig ar c’hampioned.

-Eizhvedenn gourfenn Roland-Garros a zo c’hoariet dec’h hag hiriv.

-Emañ ar Stade brestois en e soñj gwerzhañ ar c’hleub pe d’an nebeutañ lodennoù.

Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio