Keleier ar vro d'ar Yaou 28 a viz Mae 2026
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas
Nec'het eo kevredigezhioù Douarnenez evit o dazont
Divizet o deus dilennidi nevez kêr digreskiñ o yalc'hadoù d'ar c'hevredigezhioù. ur pemzek anezho a oa en em vodet dimeurzh evit degas da soñj pegen pouezus eo o labour war ar pemdez e kêr, er bed sevenadurel pe evit sikour an dud bresk da skouer.
Edwy Plenel hag Erwan Chartier a lusko ur brezegenn e Montroulez ‘benn digwener diwar-benn kresk an tu dehoù pellañ
Brudet eo Edwy Plenel ‘vit bezañ savet ar gazetenn enlinenn Mediapart hag Erwan Chartier ‘vel rener kazetenn ar Poc’her. Hemañ diwezhañ zo bet taget sez e gazetenn meur a wech gant an tu dehou pellañ e-kerzh ar bloavezhioù tremenet. Deomp pelloc’h gant Kristian Braz zo ezel eus Lig Gwirioù bugel Montroulez, a oaz an darvoud. Emañ gant Erwan Blanchard.
Ha da glevet ivez er c'heleier :
- Sinet o deus ar Rouantelezh-Unanet ha Polonia un emglev kenskoazell war ar surentez hag an difenn
- Cheñch a ra al lezennoù e Roumania da geñver ar benlazh
- Keloù mat a zo evit koadeg Amazonia e bro Brazil
- Dieubet, dindan evezh ar justiz, eo bet renerien kozh eus Lafarge
- Ur friko a vo aozet disadorn gant an RN e Boulvriag