Nec'het eo kevredigezhioù Douarnenez evit o dazont
Divizet o deus dilennidi nevez kêr digreskiñ o yalc'hadoù d'ar c'hevredigezhioù. Ur pemzek anezho a oa en em vodet dimeurzh evit degas da soñj pegen pouezus eo o labour war ar pemdez e kêr, er bed sevenadurel pe evit sikour an dud bresk da skouer. Selaouomp Morgane Lincy-Fercot, eus Daoulagad Breizh ha Manon Hamard, e anv emglev bro Douarnenez.
Darn deus ar c'hevredigezhioù o doa resevet o yalc'hadoù dija e miz Genver evel Gouel ar Bigi. Met kevredigezhioù all, evel an MJC, a gollfe 30 000€ e kreiz ar bloaz, padal o doa savet o budjedoù dija. Emgav o deus ar c'hevredigezhioù d'ar 15 a viz Even evit gwelet petra ober asambles goude ar c'huzul-kêr.